Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered;

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 3:18
34 Referencias Cruzadas  

Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,


E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.


Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.


ar reizhder, dre ma’z an da gavout va Zad ha na’m gwelot mui,


Lavarout a reas: Doue hon tadoù en deus da zibabet da anavezout e volontez, da welout an Hini reizh ha da glevout komzoù eus e c’henoù,


Dinac’het hoc’h eus ar Sant hag ar Reizh, ha goulennet hoc’h eus e vefe laosket deoc’h ur muntrer.


disklêriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou,


an hini a zo bet droukroet evit hor pec’hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.


eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d’ar c’hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue.


Mar chom ennoc’h Spered an hini en deus adsavet Jezuz a-douez ar re varv, an hini en deus adsavet Krist a-douez ar re varv a roio ivez ar vuhez d’ho korfoù marvel dre e Spered a chom ennoc’h.


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


n’eo ket e renomp war ho feiz, met e kenlabouromp d’ho levenez. Rak e chomit start dre ar feiz.


Rak, petra bennak ma’z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c’halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennañ, met bevañ a raimp gantañ dre c’halloud Doue en ho keñver.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


a zo en em roet e-unan evit hor pec’hedoù evit hon tennañ eus ar c’hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad,


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.


pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.


rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Kondaonet hoc’h eus, lakaet hoc’h eus d’ar marv an hini reizh, ha n’en deus ket harzet ouzhoc’h.


hag ennañ ivez eo aet da brezeg d’ar speredoù dalc’het er prizon,


Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c’hig, c’hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c’hig en deus paouezet da bec’hiñ,


Rak an Aviel a zo bet ivez prezeget d’ar re varv, evit ma teujent, goude bezañ bet barnet er c’hig hervez an den, da vevañ er spered hervez Doue.


Mar anzavomp hor pec’hedoù, eñ a zo feal ha reizh evit o fardoniñ deomp hag evit hor glanaat a bep direizhder.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos