Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 3:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Rak gwelloc’h eo gouzañv, mar d-eo bolontez Doue, oc’h ober ar mad eget oc’h ober an droug.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Rag gwelloc’h eo gouzanv, mar d’eo bolontez Doue, en eur ober ar mad, eged en eur ober an drouk.

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 3:17
10 Referencias Cruzadas  

O vont un tamm a-raokoc’h, en em daolas war e c’henoù d’an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.


Mont a reas adarre un eil gwech hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c’hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma’c’h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!


hag e kimiadas diouto, en ur lavarout: Ret eo din a dra-sur lidañ ar gouel a zeu e Jeruzalem. Distreiñ a rin d’ho kwelout, mar plij gant Doue. Hag ez eas kuit dre vor eus Efez.


O vezañ ne c’hellemp ket e gendrec’hiñ, e paouezjomp hag e lavarjomp: Ra vo graet bolontez an Aotrou!


E kement-se en em laouenait, petra bennak ma’z oc’h tristaet bremañ evit un nebeud amzer dre veur amprouenn pa’z eo ret e c’hoarvezfe kement-se,


Rak bolontez Doue eo, ma serrot ar genoù da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad,


Rak peseurt gloar a zeu deoc’h mar gouzañvit gant pasianted bezañ skoet pa hoc’h eus graet an droug? Met mar gouzañvit gant pasianted ar poan evit bezañ graet ar mad, kement-se a zo ur c’hras eus Doue.


Ha zoken pa c’houzañvfec’h evit ar reizhder, e vefec’h eürus. N’ho pet ket a aon rak ar spont o deus c’hoant da ober deoc’h ha na vezit ket nec’het,


Ra ne c’houzañvo hini ac’hanoc’h evel ur muntrer, pe ul laer, pe un torfedour, pe un den a emell e traoù ar re all.


Evel-se eta, ra zeuio ar re a c’houzañv hervez bolontez Doue, da erbediñ o eneoù evel da ur C’hrouer feal en ur ober ar mad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos