Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 18:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Hag Absalom en em gavas dirak servijerien David. Absalom a yae war ur mul, hag ar mul o vezañ aet dindan skourroù gweet un dervenn vras, e benn a voe kroget e skourroù an dervenn; chom a reas etre an neñv hag an douar, hag ar mul a oa dindanañ a yeas kuit.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 18:9
18 Referencias Cruzadas  

Servijerien Absalom a reas da Amnon evel m'en doa gourc'hemennet Absalom. Neuze holl vibien ar roue a savas hag a bignas pep hini war e vulez, hag e tec'hjont.


Pa droc'he e vlev, bep bloaz e troc'he e vlev rak re bounner e oant warnañ, pouez blev e benn a oa daou c'hant sikl, hervez pouez ar roue.


Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.


Un den a welas kement-se hag a gomzas ouzh Joab o lavarout: Setu em eus gwelet Absalom ispilhet ouzh un dervenn.


Joab a lavaras: Ne c'hortozin ket keit-se dirazout! Hag e kemeras tri dared en e zorn, hag o sankas e kalon Absalom a oa c'hoazh bev e-kreiz an dervenn.


An emgann en em astennas dre an holl vro, hag en deiz-se ar goadeg a zebras muioc'h a dud eget na zebras ar c'hleze.


Ar rivin, ha n'eo ket evit an den drouk? Ar gwalleur, ha n'eo ket evit ar vicherourien a zireizhder?


Lamp an hini a vallozh e dad pe e vamm a vo mouget en donañ deñvalijenn.


Lagad an hini a ra goap ouzh e dad hag a zispriz kelennoù e vamm, a vo toullet gant brini an traoñ, ha re vihan an erer a zebro anezhañ.


An hini a dec'h dirak ar spont a gouezho er poull, an hini a adpigno eus ar poull a vo tapet er roued. Rak warnañ, war Voab, e lakain da zont bloavezh e varnedigezh, eme an AOTROU.


Goude m’en doe taolet ar pezhioù arc’hant en templ, ez eas kuit hag en em grougas.


Rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


e gorf marv ne dremeno ket an nozvezh ouzh ar c'hoad, met sebeliañ a ri anezhañ an deiz-se, rak ur vallozh eus Doue eo kement hini a zo krouget, ha ne saotro ket ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh.


Milliget ra vo an hini a zispriz e dad hag e vamm! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


Milliget ra vo an hini a gousk gant gwreg e dad, dre ma tizolo pallenn e dad! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos