Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Mes gwelet a reomp curunet a c’hloar hag a henor ar Jesus‐se, pehini, dre ar maro hen deuz gouzanvet, a zo bet great eun tammic izelloc’h eged an elez, evit ma teuje, dre c’hras Doue, da zouffr ar maro evit an holl.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 2:9
39 Referencias Cruzadas  

Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.


Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù.


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.


Perak ivez oc’h nec’het diwar-benn ho tilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier, ne labouront ket ha ne nezont ket,


Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet rouantelezh Doue.


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


Dre gement-mañ eo e kar va Zad ac’hanon, o vezañ ma lezan va buhez evit hec’h adkemer.


Ha me, pa vin bet savet eus an douar, e tennin an holl da’m c’havout.


Rak kement en deus Doue karet ar bed m’en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m’en devo ar vuhez peurbadus.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.


Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec’h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.


Savet eta a-zehou da Zoue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremañ.


Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue hon tadoù, en deus roet gloar d’e vugel Jezuz, an hini hoc’h eus droukroet ha dinac’het dirak Pilat, petra bennak m’en doa hemañ barnet e tlee bezañ laosket kuit.


Evel-se eta, mar en deus ur pec’hed hepken talvezet ar gondaonidigezh d’an holl dud, evel-se ivez dre un ober a reizhder hepken an holl dud o deus ar reizhadur a ro ar vuhez.


Met Doue a ziskouez e garantez en hor c’heñver, o vezañ ma oamp c’hoazh pec’herien pa’z eo marvet Krist evidomp.


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?


Eñ a zo marvet evit an holl, evit na vevo ken evito o-unan ar re a vev, met evit an hini a zo marvet hag adsavet a varv evito.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,


a zo en em roet e-unan evel daspren evit an holl. Setu an testeni roet en e amzer e-unan,


karet ec’h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.


Dre-se, o tont er bed, eñ a lavar: Ne’c’h eus c’hoantaet nag aberzhoù na profoù, met roet ec’h eus din ur c’horf,


Dre ar feiz e voe savet Enok en neñv evit na welje ket ar marv, ha ne voe ket kavet ken abalamour m’en doa Doue e savet. Rak a-raok ma voe savet, en doa resevet an testeni da vezañ bet plijus da Zoue.


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


Graet ec’h eus anezhañ un nebeud izeloc’h eget an aeled, e gurunet ec’h eus gant gloar hag enor, e lakaet ec’h eus da vestr war oberoù da zaouarn,


Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.


Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoù hag aberzhoù, dre-se eo ret en defe ivez hemañ un dra bennak da ginnig.


drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.


Eñ eo un aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.


E zaoulagad a zo evel ur flamm-tan, war e benn ez eus meur a gurunenn. Bez’ en deus un anv a zo bet skrivet ha den n’anavez anezhañ nemet e-unan.


Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos