Az pez truez ouzhin, AOTROU, rak me 'zo dinerzh; va yac'ha, rak va eskern a zo o krenañ.
Sant Ian 12:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac’hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Breman va ene a zo troublet; ha petra a livirinme? . . . . Va Zad, delivr ac’hanoun euz an heur‐man! mes evit se eo ez oun deuet en heur‐man. |
Az pez truez ouzhin, AOTROU, rak me 'zo dinerzh; va yac'ha, rak va eskern a zo o krenañ.
Petra a lavarin? Komzet en deus ouzhin, hag eñ eo en deus henn graet. Kerzhout a rin uvel e-pad va bloavezhioù e c'hwervded va ene.
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!
Mont a reas adarre un eil gwech hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c’hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma’c’h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!
Neuze e teuas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec’herien.
Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc’h, hag e teuas dezhañ ur c’hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n’hoc’h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc’h eur ha galloud an deñvalijenn.
Lemel a rejont eta ar maen eus al lec’h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec’h eus va selaouet.
P’en doe Jezuz lavaret kement-se, e voe trubuilhet en e spered hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, unan ac’hanoc’h am droukroio.
Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d’ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.
Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec’herien, ez on-me ar c’hentañ anezho.
Pa o deus eta ar vugale lod er c’hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul,
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,