Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 1:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec’herien, ez on-me ar c’hentañ anezho.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Ar gomz‐man a zo gwir ha dign a bep fizians: Jesus‐Christ a zo deuet er bed evit savetei ar bec’herien, a bere ez oun ar c’henta.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 1:15
41 Referencias Cruzadas  

Setu perak em eus euzh ouzhin, hag em eus keuz war ar poultr hag al ludu.


evit ma ez po soñj ha ma vi mezhek. En abeg da'z tismegañs, ne zigori ken da c'henoù pa em bo pardonet dit kement ac'h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.


hag e c’hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec’hedoù.


Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.


Rak Mab an den a zo deuet da saveteiñ ar re a oa kollet.


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c’homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien.


Jezuz, o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N’eo ket ar re a zo yac’h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. N’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien.


Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto.


Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.


N’on ket deuet evit gerervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien.


Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv,


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


Mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket, ne varnan ket anezhañ, rak n’on ket deuet evit barn ar bed, met evit saveteiñ ar bed.


An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.


An ebestel hag ar vreudeur a oa e Judea a glevas penaos ar baganed o doa ivez degemeret ger Doue.


O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.


Evidoc’h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d’ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac’hanoc’h eus e fallagriezh.


o klask hegasiñ, mar gellan, gwarizi ar re eus va c’hig ha salviñ hiniennoù anezho.


Rak pa oamp c’hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en amzer dereat, evit tud zizoue.


rak me eo an disterañ eus an ebestel, ha n’on ket dellezek da vezañ anvet abostol abalamour ma em eus heskinet Iliz Doue.


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,


o virout ar feiz hag ur goustiañs vat; hiniennoù o vezañ kollet anezhi, o deus graet peñse e-keñver ar feiz.


Ar ger-mañ a zo asur: mar fell da unan bennak bezañ eskob, e c’hoanta ur garg vat meurbet.


Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs.


Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,


Ar ger-mañ a zo gwir: Mar d-omp marv gantañ, e vevimp ivez gantañ;


Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.


Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.


Gouzout a rit penaos eo en em ziskouezet evit lemel hor pec’hedoù ha penaos n’eus pec’hed ebet ennañ.


An hini a ra ar pec’hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec’h adalek ar penn-kentañ. Evit kement-mañ eo en em ziskouezet Mab Doue: evit distrujañ oberoù an diaoul.


Ha setu amañ an testeni: Doue en deus roet deomp ar vuhez peurbadus, hag ar vuhez-se a zo en e Vab.


An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion.


Lavarout a reas din: Ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion. An Aotrou Doue ar brofeded santel en deus kaset e ael evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest.


Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos