Ha soñjal a rez na c’hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
Sant Ian 11:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha piv bennak a vev hag a gred ennon ne varvo biken. Hag e kredez kement-se? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha piou‐benag a vev hag a gred enoun, na varvo biken. Ha credi a rez‐te an dra‐ze? |
Ha soñjal a rez na c’hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
Pa voe deuet en ti, an dud dall a zeuas d’e gavout. Jezuz a lavaras dezho: Ha c’hwi a gred e c’hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.
Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù.
met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.
E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc’h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.
Jezuz a glevas o doa e gaset kuit hag, o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue?
Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.