Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!
Sant Ian 1:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An deiz war-lerc’h, Jezuz a c’hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An deiz varlerc’h, Jesus a fellaz dezhan mond d’ar Galile, hag e kavaz Philip, hag e lavaraz dezhan: Heuil ac’hanoun. |
Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!
Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Pa’z eas Jezuz ac’hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.
Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea hag e c’houlennjont dioutañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz.
Setu e Kana Galilea ar c’hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c’hloar. E ziskibien a gredas ennañ.
Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d’e gavout, a lavaras da Filip: Pelec’h e prenimp bara evit m’o devo an dud-mañ da zebriñ?
Filip a respontas dezhañ: Daou c’hant diner a vara ne vefe ket a-walc’h evit reiñ un tammig da bep hini.
N’eo ket em befe erruet betek ar pal, pe e vefen en em gavet er parfeted, met redek a ran evit tapout ar priz, evel ma’z on bet tapet ivez gant Jezuz-Krist.