Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:43 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

43 An deiz varlerc’h, Jesus a fellaz dezhan mond d’ar Galile, hag e kavaz Philip, hag e lavaraz dezhan: Heuil ac’hanoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 An deiz war-lerc’h, Jezuz a c’hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:43
19 Referencias Cruzadas  

Philip, ha Bartelemi; Tomas, ha Maze ar publican; Jakes, mab Alfe, ha Lebbe, les‐hanvet Tadde;


Hogen Jesus, o veza klevet e oa bet lakeat Ian er prizon, en em dennaz en Galile.


Mes Jesus a lavaraz dezhan: Heul ac’hanoun, ha lez ar re varo da enteri ho re varo.


Hag evel ma’z ea Jesus ac’hane, e velaz eun den hanvet Maze, azezet en bureo ar c’hargou, hag e lavaraz dezhan: Heul ac’hanoun.


Rag Mab an den a zo deuet evit klask ha savetei ar pez a oa kollet.


Kement‐man a c’hoarvezaz en Bethabara, en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi.


An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz: Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed.


An deiz varlerch, Ian a oa c’hoas eno, gant daou euz he ziskibien,


Hag an daou diskibl, o veza klevet anezhan o komz evel‐se, a heulliaz Jesus.


Hogen, Philip a oa euz a Vethsaida, kear Andre ha Per.


Ar re‐man a zeuaz da gavout Philip, hag a oa euz a Vethsaïda en Galile; hag e pedjont anezhan, en eur lavaret: Aotrou, ni a garfe gwelet Jesus.


Philip a lavaraz dezhan: Aotrou, diskouez deomp an Tad, ha kement‐se a vezo awalc’h deomp.


Jesus a reaz ar c’henta miracl‐man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar; hag he ziskibien a gredaz enhan.


Jesus eta, o veza savet he zaou‐lagad, hag o velet ar bobl vraz a zeue d’hen kavoud, a lavaraz da Philip: A be leac’h e prenimp‐ni bara, evit m’ho devezo an dud‐man da zebri?


Philip a respontaz dezhan: Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.


N’e ket ma ven dija erruet beteg ar pal, na ma ven deuet d’ar stad a berfection, mes redec a ran gant va holl nerz, evit gallout cregi er priz; hag abalamour da ze eo hen deuz ar C’hrist tapet crog enoun.


Evidomp‐ni, ni a gar anezhan, abalamour ma hen deuz hor c’haret da genta.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos