Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù.
Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!
Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,