Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 5:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Mar bevomp dre ar Spered, kerzhomp ivez dre ar Spered.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Mar bevomp dre ar Spered, baleomp ive dre ar Spered.

Ver Capítulo Copiar




Galated 5:25
10 Referencias Cruzadas  

Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez.


Met mar d-emañ Krist ennoc’h, ar c’horf evit gwir a zo marv abalamour d’ar pec’hed, met ar spered a zo buhez abalamour d’ar reizhder.


Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.


hervez ma’z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.


Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.


Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c’hoantoù ar c’hig.


Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,


Rak an Aviel a zo bet ivez prezeget d’ar re varv, evit ma teujent, goude bezañ bet barnet er c’hig hervez an den, da vevañ er spered hervez Doue.


Goude an tri devezh hanter-se, ar Spered a vuhez kaset gant Doue a yeas enno hag ec’h adsavjont war o zreid; un aon bras a grogas er re a welas anezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos