Hiniennoù deuet eus Judea a gelennas ar vreudeur o lavarout: Ma n’oc’h ket amdroc’het hervez giz Moizez, ne c’hellit ket bezañ salvet.
Galated 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, me Paol, a lavar deoc’h penaos mar en em lakait da vezañ amdroc’het, Krist ne servijo da netra deoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me, Paol, a lavar deoc’h, penaos mar lakit circoncisa ac’hanoc’h, ar C’hrist na dalvezo deoc’h da netra. |
Hiniennoù deuet eus Judea a gelennas ar vreudeur o lavarout: Ma n’oc’h ket amdroc’het hervez giz Moizez, ne c’hellit ket bezañ salvet.
Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoù deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac’hanoc’h gant o frezegennoù, o vrañsellat hoc’h eneoù en ur lavarout eo ret bezañ amdroc’het ha mirout al lezenn, ar pezh n’hon eus ket gourc’hemennet dezho,
Met hiniennoù eus kostezenn ar farizianed o doa kredet a savas o lavarout e oa ret amdroc’hañ anezho ha gourc’hemenn dezho mirout lezenn Moizez.
Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,
Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc’h, perak ez on c’hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.
Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.
Fellet eo bet deomp ur wech ha zoken div mont d’ho kavout, da vihanañ me Paol, met Satan en deus miret ouzhimp d’henn ober.
Me Paol a skriv kement-mañ eus va dorn va-unan, me en paeo hep lavarout dit penaos en em dleez da-unan din.
koulskoude e pedan kentoc’h ac’hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist,
Rak ar c’heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n’eo ket bet talvoudus dezho rak n’eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.