Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Hag e testenian adarre da bep den en em laka da vezañ amdroc’het, ez eo ret dezhañ mirout al lezenn a-bezh.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Ha testenia a ran ouz‐pen da gement den a laka circoncisa anezhan, e rank derc’hel al lezen pen‐da‐ben.

Ver Capítulo Copiar




Galated 5:3
19 Referencias Cruzadas  

Hor rouaned, hor pennoù, hon aberzhourien hag hon tadoù n'o deus ket graet hervez da lezenn, ha n'o deus ket sentet ouzh da c'hourc'hemennoù, nag ouzh da destenioù a zouges a-enep dezho.


Gwalleur deoc’h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, kement-se n’eo netra, met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc’hel e gomz.


Mar tou unan bennak dre an aoter, kement-se n’eo netra, met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc’hel e gomz.


rak pemp breur am eus, evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec’h-mañ a boanioù.


Hiniennoù deuet eus Judea a gelennas ar vreudeur o lavarout: Ma n’oc’h ket amdroc’het hervez giz Moizez, ne c’hellit ket bezañ salvet.


E kalz a c’herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ.


o prezeg d’ar Yuzevien ha d’ar C’hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Gwir eo ez eo an amdroc’h talvoudek mar virez al lezenn, met mar d-out un torrer eus al lezenn, da amdroc’h a zeu da vezañ diamdroc’h.


Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.


Setu, me Paol, a lavar deoc’h penaos mar en em lakait da vezañ amdroc’het, Krist ne servijo da netra deoc’h.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N’en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.


Milliget ra vo an hini na beurc'hraio ket komzoù al lezenn-mañ ha na raio ket diouto! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


Neuze e c'houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e komzo ar c'hantik-mañ evel test en o enep, dre ma ne vo ket ankounac'haet gant genoù o lignez. Rak anavezout a ran o mennozhioù, o deus diskuliet dija hiziv, a-raok ma em eus o derenet d'ar vro am eus touet.


Mar c'hoarvezfe ec'h ankounac'hafes an AOTROU da Zoue ha ma'c'h afes war-lerc'h doueoù all, ma o servijfes ha ma stoufes dirazo, e testan deoc'h hiziv: a-dra-sur e viot kollet!


ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc’hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc’h.


Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos