Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 5:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Ha testenia a ran ouz‐pen da gement den a laka circoncisa anezhan, e rank derc’hel al lezen pen‐da‐ben.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Hag e testenian adarre da bep den en em laka da vezañ amdroc’het, ez eo ret dezhañ mirout al lezenn a-bezh.

Ver Capítulo Copiar




Galated 5:3
19 Referencias Cruzadas  

Malheur deoc’h, renerien dall, pere a lavar: Mar deu unan‐benag da douat dre an templ, an dra‐ze n’ed eo netra; mes an hini a dou dre aour an templ, hennes a rank derc’hel d’he c’her!


Ha piou‐benag, eme c’houi, hen deuz touet dre an aoter, an dra‐ze n’eo netra; mes mar hen deuz touet dre an offrans pehini a zo varnezhi, e ranko derc’hel d’he c’her.


(rag bez’ em euz pemp breur), evit ma vezo test dezhe var gement‐man, gant aoun na zeufent ive ho‐unan el leac’h‐man a dourmant.


Hogen, hinienou pere a oa deuet euz ar Jude, a gelenne ar breudeur, en eur lavaret: Ma na vezit circonciset hervez giz Moises, na hellit ket beza salvet.


Ha dre galz a gomzou all e pede stard hag ec’h exhorte anezhe, en eur lavaret: En em zaveteit diouc’h ar wenn fall‐ze.


o prezeg d’ar Judevien hag ive d’ar Greked ar gonversion e‐kenver Doue, hag ar feiz e‐kenver Jesus‐Christ hon Aotrou.


Ar circoncision a zo talvoudus, ia, mar mirez al lezen; mes mar d’oud eun torer euz al lezen, euz a circonciset e teuez da veza dicirconcis.


Mes kement hini hag en em ro d’an oberou euz al lezen, a zo dindan ar valloz, rag scrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket da ober an holl draou a zo scrivet e levr al lezen?


Me, Paol, a lavar deoc’h, penaos mar lakit circoncisa ac’hanoc’h, ar C’hrist na dalvezo deoc’h da netra.


Rag er C’hrist Jesus ar circoncision na dal netra nag an dicirconcision ken neubeud, mes ar feiz hag a labour dre ar garantez.


Setu aman eta ar pez a lavaran hag a destenian aberz an Aotrou: N’ho pezit mui ar memeus comportamant evel ar Jentiled all,


Diwallit na zeufe den da drompla he vreur, na da ober gaou ouz he nessa en afferou; rag an Aotrou eo an hini a denn venjans euz an holl draou‐ze, evel ma hon euz ive hen lavaret ha testeniet deoc’h dija.


Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos