Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Setu, me Paol, a lavar deoc’h penaos mar en em lakait da vezañ amdroc’het, Krist ne servijo da netra deoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Me, Paol, a lavar deoc’h, penaos mar lakit circoncisa ac’hanoc’h, ar C’hrist na dalvezo deoc’h da netra.

Ver Capítulo Copiar




Galated 5:2
16 Referencias Cruzadas  

Hiniennoù deuet eus Judea a gelennas ar vreudeur o lavarout: Ma n’oc’h ket amdroc’het hervez giz Moizez, ne c’hellit ket bezañ salvet.


Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoù deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac’hanoc’h gant o frezegennoù, o vrañsellat hoc’h eneoù en ur lavarout eo ret bezañ amdroc’het ha mirout al lezenn, ar pezh n’hon eus ket gourc’hemennet dezho,


Met hiniennoù eus kostezenn ar farizianed o doa kredet a savas o lavarout e oa ret amdroc’hañ anezho ha gourc’hemenn dezho mirout lezenn Moizez.


Me Paol, a salud ac’hanoc’h eus va dorn va-unan.


Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,


Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc’h, perak ez on c’hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Fellet eo bet deomp ur wech ha zoken div mont d’ho kavout, da vihanañ me Paol, met Satan en deus miret ouzhimp d’henn ober.


Me Paol a skriv kement-mañ eus va dorn va-unan, me en paeo hep lavarout dit penaos en em dleez da-unan din.


koulskoude e pedan kentoc’h ac’hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist,


Rak ar c’heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n’eo ket bet talvoudus dezho rak n’eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos