An holl vodadenn a davas hag e selaouent Barnabaz ha Paol o kontañ pebezh mirakloù ha pebezh burzhudoù en doa Doue graet drezo e-touez ar baganed.
Galated 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Er c’hontrol, pa weljont e oa bet fiziet ennon an Aviel evit ar re ziamdroc’h evel ma oa bet e Pêr evit an amdroc’hidi, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Er c’hontrol, pa veljont e oa bet fiziet enoun an Aviel evit ar re dicirconcis, evel ma oa bet da Ber, evit ar re circonciset, |
An holl vodadenn a davas hag e selaouent Barnabaz ha Paol o kontañ pebezh mirakloù ha pebezh burzhudoù en doa Doue graet drezo e-touez ar baganed.
Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.
Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,
hon eus resevet drezañ ar c’hras hag an abostolerezh evit degas d’ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,
Me a lavar deoc’h-c’hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da’m ministrerezh,
Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, em eus resevet ar garg d’henn ober.
diskuliañ e Vab ennon evit ma prezegfen anezhañ e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c’hig nag ar gwad
Tri bloavezh goude, e pignis da Jeruzalem da welout Pêr hag e chomis gantañ pemzek devezh,
Souezhet on ho pefe dilezet ken buan an hini en deus ho kalvet da c’hras Krist evit heuliañ un aviel all,
Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bêr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevañ evel ar Yuzevien?
ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.
Met evel m’en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d’an dud, met da Zoue a amprou hor c’halonoù.
ez on bet lakaet evitañ, ar wirionez a lavaran e Krist ha ne lavaran ket ur gaou, da brezegour, da abostol ha da zoktor ar baganed er feiz hag er wirionez.
Kredit penaos pasianted hir hon Aotrou eo ho silvidigezh, evel m’en deus skrivet deoc’h hor breur karet-mat Paol hervez ar furnez a zo bet roet dezhañ.