Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 11:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Me a lavar deoc’h-c’hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da’m ministrerezh,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Rag me a lavar deoc’h‐hu, Jentiled: O veza ma’z oun abostol ar Jentiled, e c’hlorifian va c’harg,

Ver Capítulo Copiar




Romaned 11:13
11 Referencias Cruzadas  

E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn.


Hag e lavaras din: Kae, rak da gas a rin pell bras etrezek ar broadoù.


Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,


diskuliañ e Vab ennon evit ma prezegfen anezhañ e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c’hig nag ar gwad


Mont a ris di hervez un diskuliadur, hag e tisklêris dirazo an Aviel a brezegen e-touez ar baganed, hag e tisklêris anezhañ dreist-holl d’ar re a zo evel kolonennoù, gant aon da redek pe da vezañ redek en aner.


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


ez on bet lakaet evitañ, ar wirionez a lavaran e Krist ha ne lavaran ket ur gaou, da brezegour, da abostol ha da zoktor ar baganed er feiz hag er wirionez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos