Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 11:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Met mar d-eo bet o lamm pinvidigezh ar bed hag o bihander pinvidigezh ar baganed, pegement mui e vo o distro holl.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Hogen, mar d’eo bet ho lam pen‐caoz da binvidigez ar bed, hag ho c’holl pen‐caoz da binvidigez ar Jentiled, pegement mui e vezo conversion ar bobl holl?

Ver Capítulo Copiar




Romaned 11:12
15 Referencias Cruzadas  

En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.


Ha nemorant Jakob a vo e-touez pobloù niverus, evel ur glizh a zeu a-berzh an AOTROU, evel takadennoù glav war ar geot, ha ne c'hortozont netra a-berzh an den ha ne esperont netra digant mibien an den.


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


a dle an neñv degemer betek amzer adsavidigezh an holl draoù, en deus Doue komzet diwar he fenn dre c’henoù e holl brofeded santel abaoe pell amzer.


Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv?


Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;


O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù!


evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c’hloar e-keñver podoù a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar gloar,


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos