Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bêr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevañ evel ar Yuzevien?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Mes, pa veliz penaos ne valeent ket eün hervez gwirionez an Aviel, e liviriz da Ber, dirag an holl: Mar teuez, ha te Judeo, da veva e giz ar Jentiled, ha nann e giz ar Judevien, perag e rez‐te d’ar Jentiled ober evel ma ra ar Judevien?

Ver Capítulo Copiar




Galated 2:14
30 Referencias Cruzadas  

Ra skoio an den reizh warnon, kement-se a vo ur vadelezh din, ra c'hourdrouzo ac'hanon, kement-se a vo eoul war va fenn na zistroio ket, met bepred e pedin evitañ en e boanioù.


An hini a gerzh en eeunder hag a vir ar reizhder, an hini a lavar ar wirionez evel ma emañ en e galon,


D'ar mestr-kaner; "Miktam" David; war "Al-Tashed".


Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,


An hini a gerzh en eeunder a ya e surentez, met an hini a falla e hentoù a vo dizoloet.


Mirout a ra an ijin evit ar re a zo eeun, ur skoed eo d'ar re a gerzh er reizhder.


Ne gasai ket da vreur en da galon. Tamall a ri da nesañ ha ne zougi ket ur pec’hed abalamour dezhañ.


Lavarout a reas dezho: Anavezout a rit ez eo difennet d’ur Yuzev daremprediñ un diavaeziad pe mont en e di. Met Doue en deus desket din ne dlean sellout den evel saotret pe dic’hlan.


Hiniennoù deuet eus Judea a gelennas ar vreudeur o lavarout: Ma n’oc’h ket amdroc’het hervez giz Moizez, ne c’hellit ket bezañ salvet.


Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoù deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac’hanoc’h gant o frezegennoù, o vrañsellat hoc’h eneoù en ur lavarout eo ret bezañ amdroc’het ha mirout al lezenn, ar pezh n’hon eus ket gourc’hemennet dezho,


Met hiniennoù eus kostezenn ar farizianed o doa kredet a savas o lavarout e oa ret amdroc’hañ anezho ha gourc’hemenn dezho mirout lezenn Moizez.


Gouzout a ran, ha sur mat on dre an Aotrou Jezuz n’eus netra dic’hlan anezhañ e-unan, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic’hlan, an dra-se a zo dic’hlan evitañ.


Tri bloavezh goude, e pignis da Jeruzalem da welout Pêr hag e chomis gantañ pemzek devezh,


Souezhet on ho pefe dilezet ken buan an hini en deus ho kalvet da c’hras Krist evit heuliañ un aviel all,


Ha Tit e-unan, hag a oa ganin, ne voe ket rediet da vezañ amdroc’het, petra bennak ma oa Gresian.


Ne fellas ket deomp plegañ ur pennadig hepken dezho, evit ma vije kendalc’het ar wirionez eus an Aviel en ho touez.


Er c’hontrol, pa weljont e oa bet fiziet ennon an Aviel evit ar re ziamdroc’h evel ma oa bet e Pêr evit an amdroc’hidi,


ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.


Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c’hig a vount ac’hanoc’h start da vezañ amdroc’het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist.


abalamour d’an esperañs a zo miret evidoc’h en neñvoù, hoc’h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,


Kroz dirak an holl ar re a bec’h, evit m’o devo ar re all aon ivez.


ha grit un hent eeun d’ho treid, evit ma n’en em ziheñcho ket ar pezh a zo kamm met ma vo kentoc’h yac’haet.


hag a oa hepken gourc’hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc’hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos