Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 rak an hini en deus labouret e Pêr evit e lakaat da abostol an amdroc’hidi en deus ivez labouret ennon evit ar baganed,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 (rag an hini hen deuz labouret da vad en Per, evit hen lakaad da abostol ar Judevien, hen deuz ive labouret da vad enoun‐me, evit ar Jentiled),

Ver Capítulo Copiar




Galated 2:8
23 Referencias Cruzadas  

da gaout lod er ministrerezh hag en abostolerezh-mañ en deus dilezet Judaz evit mont en e lec’h.


Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.


An holl vodadenn a davas hag e selaouent Barnabaz ha Paol o kontañ pebezh mirakloù ha pebezh burzhudoù en doa Doue graet drezo e-touez ar baganed.


hag e welit hag e klevit penaos, n’eo ket en Efez hepken met kazi en Azia a-bezh, en deus ar Paol-se gounezet ha distroet kalz a dud, o lavarout n’int ket doueoù ar re a zo graet gant daouarn an dud.


Goude bezañ o saludet, e kontas dezho dre ar munud kement en doa graet Doue e-touez ar baganed dre e vinistrerezh.


Hag e lavaras din: Kae, rak da gas a rin pell bras etrezek ar broadoù.


Met kalz eus ar re o doa klevet ar ger a gredas, ha niver ar wersed a oa war-dro pemp mil.


Neuze e lakajont o daouarn warno, hag e resevjont ar Spered-Santel.


Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,


Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.


Ma n’on ket abostol evit ar re all, ez on da nebeutañ evidoc’h, rak c’hwi eo siell va abostoliezh en Aotrou.


An hini eta a ro deoc’h ar Spered hag a ra mirakloù en ho touez, hag ober a ra kement-se dre oberoù al lezenn pe dre brezegerezh ar feiz?


Evit-se ivez eo e labouran, o stourm gant skoazell e vertuz a labour ennon gant nerzh.


Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos