Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Galated 2:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 (rag an hini hen deuz labouret da vad en Per, evit hen lakaad da abostol ar Judevien, hen deuz ive labouret da vad enoun‐me, evit ar Jentiled),

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 rak an hini en deus labouret e Pêr evit e lakaat da abostol an amdroc’hidi en deus ivez labouret ennon evit ar baganed,

Ver Capítulo Copiar




Galated 2:8
23 Referencias Cruzadas  

evit ma hen devezo lod er garg hag en abostolach hen deuz Judas dilezet evit mond d’al leac’h ma c’happarchant outhan.


Mes c’houi a recevo galloud ar Spered‐Santel, pehini a zeuio varnoc’h; hag e viot testou d’in, en Jerusalem, kerkoulz hag en holl Jude hag er Samari, ha bete ar pen pella euz an douar.


Neuze an assamble holl a davaz, hag e selaouent Barnabas ha Paol, pere a gonte pebeuz miraclou ha burzudou hen doa great Doue dreizhe, e‐touez ar Jentiled.


ha gwelet a rit, hag e klevit lavaret penaos, n’eo ket hep‐ken en Ephesus, mes kazi dre an Azi holl, hen deuz ar Paol‐ze persuadet ha distroet kalz a dud, en eur lavaret n’int ket doueou ar re a zo great gant daouarn an dud.


Ha goude m’hen doe ho briatet, e contaz dezhe piz an traou hen doa great Doue dreizhan, e‐touez ar Jentiled.


Mes hen a lavaraz d’in: Kea; rag me a gasso ac’hanoud gwall bell etrezeg ar Jentiled . . . .


Mes kalz euz ar re ho doa klevet ar ger, a gredaz, hag an niver euz ar oazed a oe var‐dro pemp mil.


Neuze an ebestel a astennaz ho daouarn varnezhe, hag e recevjont ar Spered‐Santel.


Mes an Aotrou a lavaraz dezhan: Kea; rag an den‐ze a zo eun instrumant em euz choazet, evit dougen va hano dirag ar Jentiled, dirag ar rouane ha dirag bugale Israel;


Mes dre c’hras Doue ez oun ar pez ma’z oun; hag he c’hras pehini a zo bet roet d’in, n’eo ket bet didalvoudus; mes labouret em euz kalz muioc’h egethe holl; n’e ket me koulskoude, mes gras Doue pehini a zo ganen.


Mar n’oun ket abostol d’ar re all, ez oun da vihana evidoc’h‐hu; rag c’houi eo ar ziel euz va abostoliach en Aotrou.


An hini eta pehini a ro deoc’h ar Spered, hag a ra burzudou en ho touez, daoust hag hen her gra dre oberou al lezen, pe kentoc’h dre bredication ar feiz?


Evit se ive eo e labouran, o combatti dre he vertuz, pehini a labour nerzus enoun.


Abalamour da gement‐man ive, e rentomp grasou da Zoue heb ehan, o veza, pa hoc’h euz recevet diganeomp Ger Doue pehini a brezegomp, ma hoc’h enz hen recevet, nann evel ger an dud, mes (evel ma’z eo en gwirionez) Ger Doue, pehini a labour gant nerz enoc’h‐c’houi pere a gred.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos