Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 ez on bet lakaet evitañ, ar wirionez a lavaran e Krist ha ne lavaran ket ur gaou, da brezegour, da abostol ha da zoktor ar baganed er feiz hag er wirionez.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Evit an desteni‐ze eo, (ar wirionez a lavaran er C’hrist, ne lavaran ket a c’hevier,) ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol ha da zoctor d’ar Jentiled er feiz hag er wirionez.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 2:7
27 Referencias Cruzadas  

Oberennoù e zaouarn n'int nemet reizhder ha gwirionez, hag e holl c'hourc'hemennoù a zo gwirion.


Me ar Prezeger a zo bet roue war Israel e Jeruzalem,


Setu amañ ar pezh am eus kavet, eme ar Prezeger, en ur eveshaat ouzh an abegoù a bep tra unan hag unan,


Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec’h ez aio na c’hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C’hresianed ha kelenn a raio ar C’hresianed?


Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoù en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d’ar broadoù dor ar feiz.


Hag e lavaras din: Kae, rak da gas a rin pell bras etrezek ar broadoù.


met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.


Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,


Rak Doue, a servijan em spered en Aviel e Vab, a zo test din penaos e venegan ac’hanoc’h hep ehan,


Penaos eta e c’halvint an hini n’o deus ket kredet ennañ? Ha penaos e kredint en hini n’o deus ket klevet diwar e benn? Ha penaos e klevint komz diwar e benn ma ne vez den da brezeg?


Me a lavar deoc’h-c’hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da’m ministrerezh,


da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.


Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c’houstiañs a ro testeni din dre er Spered-Santel,


Ha n’on ket abostol? Ha n’on ket frank? Ha ne’m eus ket gwelet Jezuz-Krist hon Aotrou? Ha n’oc’h ket va labour en Aotrou?


An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c’hevier.


diskuliañ e Vab ennon evit ma prezegfen anezhañ e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c’hig nag ar gwad


Er pezh a skrivan deoc’h, setu, dirak Doue n’eus gaou ebet.


oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.


ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.


Dre-se ar re a gred a zo benniget asambles gant Abraham an den-a-feiz.


ez on bet lakaet evitañ da brezeger, da abostol ha da zoktor ar baganed.


ma n’en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos