Goude bezañ prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec’h ma oa dastumet kalz a dud o pediñ.
Filemon 1:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mark, Aristark, Demaz, ha Lukaz, va c’henlabourerien, a salud ac’hanout. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Marc, Aristarkus, Demas, ha Lucas, va c’hen‐labourerien, a zalud ac’hanoud. |
Goude bezañ prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec’h ma oa dastumet kalz a dud o pediñ.
Barnabaz ha Saol, goude bezañ peurechuet o c’harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezañ ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.
Paol hag ar re a oa gantañ a yeas kuit eus Pafoz hag a zeuas dre vor da Berj e Pamfilia. Yann a guitaas anezho hag a zistroas da Jeruzalem.
Kêr holl a voe leuniet a veskadeg, hag e redjont holl a-unvan d’an teatr, o stlejañ ganto Gaiuz hag Aristark, tud eus Makedonia ha kenveajourien Paol.
O vezañ pignet war ul lestr eus Adramitiom, ez ejomp kuit o tleout riblañ douaroù Azia. Aristark, ur Makedoniad eus Tesalonike a oa ganeomp.
Evel-se diwar-benn Tit, ez eo va c’henseurt ha va c’henlabourer en ho kounid; diwar-benn hor breudeur, ez int ar re gaset gant an Ilizoù ha gloar Krist.
Kredet em eus e oa ret kas deoc’h Epafrodit, va breur, va c’henlabourer ha va c’henvrezeliad, an hini hoc’h eus kaset din hag en deus va sikouret em ezhommoù,
Da bediñ a ran ivez, va c’henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c’henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.
Aristark, va c’henbrizoniad, a salud ac’hanoc’h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc’h eus resevet urzhioù diwar e benn: Mar d-a d’ho kavout, degemerit anezhañ.
Dleout a reomp eta degemer hevelep tud, evit dont da vezañ labourerien ganto evit ar wirionez.