Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Iliz ar re zibabet a zo e Babilon a salud ac’hanoc’h, ha Mark va mab ivez.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 An assamble euz ar re choazet a zo en Babylon, ha Marc va Mab, a zalud ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 5:13
11 Referencias Cruzadas  

Envel a ran Rahab ha Babel e-touez ar re a anavez ac’hanon. Setu aze bro ar Filistined ha Tir, gant Etiopia: e Sion int bet ganet.


Goude bezañ prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec’h ma oa dastumet kalz a dud o pediñ.


Barnabaz ha Saol, goude bezañ peurechuet o c’harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezañ ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.


Barnabaz a fellas dezhañ kemer ivez ganto Yann lesanvet Mark.


Bez’ e oa eta etrezo un diemglev ken kreñv ma’z ejont an eil digant egile. Barnabaz a gemeras Mark gantañ hag a yeas dre vor da Giprenez.


Aristark, va c’henbrizoniad, a salud ac’hanoc’h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc’h eus resevet urzhioù diwar e benn: Mar d-a d’ho kavout, degemerit anezhañ.


Mark, Aristark, Demaz, ha Lukaz, va c’henlabourerien, a salud ac’hanout.


An henaour, d’an Itron dibabet ha d’he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez,


Bugale da c’hoar dibabet, a salud ac’hanout! Amen.


War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm ar gadalezed ha traoù euzhus an douar.


Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos