Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Aristark, va c’henbrizoniad, a salud ac’hanoc’h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc’h eus resevet urzhioù diwar e benn: Mar d-a d’ho kavout, degemerit anezhañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Aristark, va c’hen‐brizonier, a zalud ac’hanoc’h, ha Marc ive, kinderv da Varnabas, divarben pehini hoc’h euz recevet urzou; (mar d’a d’ho kavoud, digemerit anezhan).

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 4:10
17 Referencias Cruzadas  

Goude bezañ prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec’h ma oa dastumet kalz a dud o pediñ.


Barnabaz ha Saol, goude bezañ peurechuet o c’harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezañ ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.


Paol hag ar re a oa gantañ a yeas kuit eus Pafoz hag a zeuas dre vor da Berj e Pamfilia. Yann a guitaas anezho hag a zistroas da Jeruzalem.


O vezañ erruet e Salamin, e prezegjont ger Doue e sinagogennoù ar Yuzevien. Bez’ e oa ivez Yann ganto evit o sikour.


Kêr holl a voe leuniet a veskadeg, hag e redjont holl a-unvan d’an teatr, o stlejañ ganto Gaiuz hag Aristark, tud eus Makedonia ha kenveajourien Paol.


Ambrouget e voe betek Azia gant Sopater eus Beroia, Aristark ha Sekunduz eus Tesalonike, Gaiuz eus Derb, Timote, ha Tichik ha Trofim eus Azia.


O vezañ pignet war ul lestr eus Adramitiom, ez ejomp kuit o tleout riblañ douaroù Azia. Aristark, ur Makedoniad eus Tesalonike a oa ganeomp.


Jozez lesanvet Barnabaz gant an ebestel, da lavarout eo mab an ali mat, ul Leviad genidik eus Kiprenez,


evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac’hanoc’h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan.


Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c’herent ha va c’henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.


Lukaz hepken a zo ganin. Kemer Mark hag e zegas ganit, rak talvoudus eo din evit ar ministrerezh.


Epafraz, va c’henbrizoniad e Jezuz-Krist,


Mark, Aristark, Demaz, ha Lukaz, va c’henlabourerien, a salud ac’hanout.


Iliz ar re zibabet a zo e Babilon a salud ac’hanoc’h, ha Mark va mab ivez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos