Aristark, va c’henbrizoniad, a salud ac’hanoc’h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc’h eus resevet urzhioù diwar e benn: Mar d-a d’ho kavout, degemerit anezhañ.
Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.