Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filemon 1:24 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Marc, Aristarkus, Demas, ha Lucas, va c’hen‐labourerien, a zalud ac’hanoud.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Mark, Aristark, Demaz, ha Lukaz, va c’henlabourerien, a salud ac’hanout.

Ver Capítulo Copiar




Filemon 1:24
15 Referencias Cruzadas  

Ha goude beza sonjet mad, ez eaz da di Vari, mam Ian, les‐hanvet Marc, en pe leac’h e oa kalz a dud assamblet hag o pedi.


Ha Barnabas ha Saul, goude beza peur‐achuet ho c’harg, a zistroaz euz a Jerusalem, o veza kemeret ive ganthe Ian, les‐hanvet Marc.


Ha Paol hag ar re a oa ganthan, o veza ambarket e Paphos, a zeuaz da Berj e bro Pamphylia. Mes Ian, o veza kuiteet anezhe, a zistroaz da Jerusalem.


Hag ar gear holl a oe leun a zireiz: hag e redjont holl assambles d’an theatr, o skleja ganthe Gaius hag Aristark, tud euz a Vacedonia, ha ken‐veajourien da Baol.


hag o veza pignet var eul lestr euz a Adramyt, ez ejomp en hent gant an intantion da douch ouz porzou‐mor douar an Azi, ha beza e oa ganeomp Aristark, eur Macedoniad euz a Dessalonika.


Evel‐se, evit ar pez a zell Titus, hennes a zo compagnon d’in, ha labourat a ra assambles ganen evidoc’h; hag evit ar pez a zell hor breudeur, ar re‐man a zo kannaded an Ilizou, ha gloar ar C’hrist.


Mes sonjet em euz koulskoude e oa red kas deoc’h Epaphroditus, va breur, va c’hen‐labourer, ha va c’hompagnon a‐vrezel, an hini a zo kannad deoc’h, hag hen deuz va zicouret em ezomou;


Pedi a ran ac’hanoud‐te ive, va c’hen‐labourer gwirion, da zicour ar gragez‐ze; labouret ho deuz assambles ganen evit an Aviel, koulz ha Clement hag ar re all euz va c’hen‐labourerien, a bere an hanoiou a zo el levr a vuez.


Aristark, va c’hen‐brizonier, a zalud ac’hanoc’h, ha Marc ive, kinderv da Varnabas, divarben pehini hoc’h euz recevet urzou; (mar d’a d’ho kavoud, digemerit anezhan).


Lucas, ar medeusin muia‐karet, a zalud ac’hanoc’h, ha Damas a ra ive.


An assamble euz ar re choazet a zo en Babylon, ha Marc va Mab, a zalud ac’hanoc’h.


Rag‐se ni a dle digemeret ar seurt tud‐se, evit dond da veza ken‐labourerien ganthe evit ar wirionez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos