Saludit Andronicus ha Junia, va c’herent, ha va c’hompagnunez er prizon. Braz int e‐touez an ebestel, hag ouz‐pen, credet ho deuz er C’hrist araog d’in.
Aristark, va c’hen‐brizonier, a zalud ac’hanoc’h, ha Marc ive, kinderv da Varnabas, divarben pehini hoc’h euz recevet urzou; (mar d’a d’ho kavoud, digemerit anezhan).
Epaphras, pehini a zo euz ho touez, ha servicher d’ar C’hrist, a zalud ac’hanoc’h; ne ehan ket da gombatti evidoc’h en he bedennou, evit ma viot parfet ha peur‐c’hreat en holl bolontez Doue.