An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c’haset.
Filemon 1:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar sellez eta ac’hanon evel unanet dit, degemer anezhañ eveldon va-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar kemerez eta ac’hanoun evel a‐unan ganez, digemer anezhan eveld’oun‐me va‐unan. |
An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c’haset.
Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.
Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc’h eus kavet ac’hanon feal d’an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d’ober evel-se.
Evel-se diwar-benn Tit, ez eo va c’henseurt ha va c’henlabourer en ho kounid; diwar-benn hor breudeur, ez int ar re gaset gant an Ilizoù ha gloar Krist.
da c’houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,
Reizh eo em befe ar menozioù-se ac’hanoc’h holl, rak me am eus ac’hanoc’h holl em c’halon, c’hwi kenlodeien ganin er c’hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ.
Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc’h abalamour ma’z int kredourien ha re garet-mat, ha m’en em lakaont d’ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho.
Mar en deus graet ur gaou bennak ouzhit pe mar dle dit un dra bennak, laka kement-se war va c’hont.
Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,
Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,
Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?
Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:
ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc’h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c’henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist.