Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Pedi a ran ar re Ancien pere a zo en ho touez, me pehini a zo ive Ancien assambles ganthe, ha test euz a souffransou ar C’hrist, ha lodennec euz ar gloar a dle beza diskouezet:

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 5:1
38 Referencias Cruzadas  

C’hwi eo an testoù eus an traoù-se.


adalek badeziant Yann betek an deiz ma’z eo bet savet diganeomp, e vefe unan a zeufe da vezañ test ganeomp eus e adsavidigezh a varv.


Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.


Hag e rejont kement-se, o kas anezhañ d’an henaourien, dre zaouarn Barnabaz ha Saol.


Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec’h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ.


O vezañ erruet e Jeruzalem, e voent degemeret gant an Iliz, gant an ebestel ha gant an henaourien, hag e rojont da anavezout an holl draoù en doa Doue graet ganto.


An ebestel hag an henaourien en em zastumas evit sellout pizh ouzh ar gudenn-se.


Doue en deus adsavet a varv ar Jezuz-se, ni a zo holl testoù a gement-se.


Eus Milet e kasa da Efez da c’hervel henaourien an Iliz.


Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.


An deiz war-lerc’h, Paol a yeas ganeomp da di Jakez; an holl henaourien a zastumas eno.


Lakaet hoc’h eus d’ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.


Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec’h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n’eo ket graet gant dorn an den.


Bez’ omp leun a fiziañs, hag e karomp gwelloc’h kuitaat ar c’horf-mañ ha chom e-kichen an Aotrou.


Rak gouzout a ran e troio kement-se da’m silvidigezh dre ho pedennoù ha dre sikour Spered Jezuz-Krist,


Na groz ket rust an den oadet, met ali anezhañ evel un tad, an dud yaouank evel breudeur,


Na zegemer tamall ebet a-enep un henaour, nemet e vefe digant daou pe dri dest.


Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.


Da lezet em eus e Kreta evit ma’c’h urzhiati ar pezh a chom da reizhañ ha ma tiazezi henaourien e pep kêr, hervez ma em eus gourc’hemennet dit,


koulskoude e pedan kentoc’h ac’hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist,


Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec’h hag ar pec’hed a bak ac’hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc’h el lañs a zo digoret deomp,


Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.


evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.


Met en em laouenait o vezañ ma hoc’h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c’hloar.


Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.


Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.


An henaour, d’an Itron dibabet ha d’he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez,


An henaour, da C’haiuz ar c’haret-mat, a garan er wirionez.


Me, ho preur Yann, unanet deoc’h en anken, er rouantelezh hag er c’hendalc’husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c’her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos