Adalek ma klevas Ezaü komzoù e dad, e laoskas ur griadenn gwall vras ha gwall c'hwerv, hag e lavaras d'e dad: Bennig-me ivez, va zad.
Ester 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa anavezas Mardoke ar pezh a c'hoarveze, e rogas e zilhad, e wiskas ur sac'h ha ludu, hag ez eas dre gêr o krial gant kriadennoù kreñv ha c'hwerv. |
Adalek ma klevas Ezaü komzoù e dad, e laoskas ur griadenn gwall vras ha gwall c'hwerv, hag e lavaras d'e dad: Bennig-me ivez, va zad.
Regiñ a reas e zilhad hag e lakaas ur sac'h war e zivgroazell. E-pad pell e tougas kañv d'e vab.
Neuze Tamar a gemeras ludu war he fenn, hag a rogas he sae lieslivek a oa warni; lakaat a reas he dorn war he fenn, hag ez eas kuit en ur c'harmiñ.
Hag e teuas betek dirak dor ar roue, rak ne c'helle den gwisket gant ur sac'h mont dre zor ar roue.
Hag e pep proviñs, el lec'hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, ar Yuzevien a voe en ur glac'har bras, o yunañ, o ouelañ hag oc'h hirvoudiñ. Kalz a c'hourveze war seier ha ludu.
Neuze Job a savas, hag e rogas e vantell, e touzas e benn, e kouezhas d'an douar, e stouas
Hesbon hag Eleale a hirvoudo, o mouezh a vo klevet betek Jahaz, brezelourien Moab a laosko kriadennoù, e ene a greno,
Abalamour da-se e lavaran: Distroit diouzhin ho taoulagad, ma ouelin gant c'hwervded. Na hastit ket frealziñ ac'hanon diwar-benn diskar merc'h va fobl.
Pa glevas kement-se, ar roue Ezekiaz a rogas e zilhad hag en em c'holoas gant ur sac'h, hag ez eas da di an AOTROU.
Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.
Hag eo hennezh ar yun a fell din en deiz ma c'hlac'har un den e ene? Plegañ e benn evel ur vroenenn, gourvez war ar sac'h hag al ludu? Hag ec'h anvi kement-se ur yun, un deiz dereat d'an AOTROU?
Ha te, mab an den, hirvoud gant da zivgroazell brevet; en ur glac'har c'herv, hirvoud dirak o daoulagad.
Hag e trois va dremm etrezek an Aotrou Doue, evit kinnig goulennoù ha pedennoù dezhañ gant yun, sac'h ha ludu.
En abeg da-se e hirvoudin hag e c'harmin, mont a rin diwisk hag en noazh, leuskel a rin gouelvanoù evel an aourgon hag e kañvaouin evel ar struskañvaled.
Tost eo deiz bras an AOTROU, tost eo ha dont a ra gant hast. Klevet eo mouezh deiz an AOTROU, neuze an den kreñv a laosk kriadennoù c'hwerv.
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.
Met an ebestel Barnabaz ha Paol, o vezañ anavezet kement-se, a rogas o dilhad hag a redas e-kreiz an engroez, o krial:
Jozue a rogas e zilhad hag a gouezhas war e zremm d'an douar dirak arc'h an AOTROU betek an abardaez, eñ hag henaourien Israel, hag e taoljont poultr war o fenn.
Me a roio galloud da’m daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devezh.