Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Neuze David a gemeras e zilhad hag o rogas. An holl dud a oa gantañ a reas heñvel.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 1:11
15 Referencias Cruzadas  

Ruben a zistroas d'ar puñs-glav ha setu, Jozef ne oa ket ennañ. Regiñ a reas e zilhad


Regiñ a reas e zilhad hag e lakaas ur sac'h war e zivgroazell. E-pad pell e tougas kañv d'e vab.


Neuze e rogjont o dilhad, pep hini a adsammas e azen hag a zistroas e kêr.


Neuze Tamar a gemeras ludu war he fenn, hag a rogas he sae lieslivek a oa warni; lakaat a reas he dorn war he fenn, hag ez eas kuit en ur c'harmiñ.


Ar roue a savas, a rogas e zilhad, hag a c'hourvezas war an douar. Hag e holl servijerien ivez en em zalc'he eno gant o dilhad roget.


Ha David a lavaras da Joab ha d'an holl bobl a oa gantañ: Rogit ho tilhad hag en em c'hourizit gant seier, ha dougit kañv da Abner. Hag ar roue David a gerzhas war-lerc'h an arched.


Adalek ma lennas roue Israel al lizher, e rogas e zilhad hag e lavaras: Hag ez on Doue evit ober mervel pe vevañ, evit ma tegas hemañ etrezek ennon da yac'haat un den eus e lorgnez? Dre-se, gouezit ha gwelit ne glask nemet un digarez a-enep din.


Dre ma'z eo bet tener da galon, ha ma ec'h eus en em izelaet dirak Doue pa ec'h eus klevet e gomzoù a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud, dre ma ec'h eus en em izelaet dirazon, ha ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.


Pa em eus klevet kement-se, e rogis va dilhad ha va mantell, hag e troc'his va blev ha va barv diouzh va fenn, hag ec'h azezis gwall c'hlac'haret.


Pa anavezas Mardoke ar pezh a c'hoarveze, e rogas e zilhad, e wiskas ur sac'h ha ludu, hag ez eas dre gêr o krial gant kriadennoù kreñv ha c'hwerv.


Ar roue hag e holl servijerien ne voent ket spontet pa glevjont an holl gomzoù-se, ha ne rogjont ket o dilhad.


Rogit ho kalonoù ha nann ho tilhad, distroit d'an AOTROU ho Toue, rak trugarezus ha truezus eo, gorrek da gounnariñ ha pinvidik e madelezh, ha keuz en deus da vezañ kaset glac'har.


Met an ebestel Barnabaz ha Paol, o vezañ anavezet kement-se, a rogas o dilhad hag a redas e-kreiz an engroez, o krial:


En em laouenait gant ar re en em laouena, gouelit gant ar re a ouel.


Jozue a rogas e zilhad hag a gouezhas war e zremm d'an douar dirak arc'h an AOTROU betek an abardaez, eñ hag henaourien Israel, hag e taoljont poultr war o fenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos