Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sofonia 1:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Tost eo deiz bras an AOTROU, tost eo ha dont a ra gant hast. Klevet eo mouezh deiz an AOTROU, neuze an den kreñv a laosk kriadennoù c'hwerv.

Ver Capítulo Copiar




Sofonia 1:14
31 Referencias Cruzadas  

Hesbon hag Eleale a hirvoudo, o mouezh a vo klevet betek Jahaz, brezelourien Moab a laosko kriadennoù, e ene a greno,


Setu ma kriont er straedoù an dud kreñv, ha ma ouel gant c'hwervder ar gannaded a beoc'h.


Ur vouezh skeltr a zeu eus kêr, ur vouezh a zeu eus an templ, mouezh an AOTROU o paeañ o gopr d'e enebourien.


ha goude e sellint etrezek an douar, ha setu, ne vo nemet tristidigezh, teñvalijenn, enkrezioù dic'houloù, hag e sankint en deñvalded.


Klevet e vo garmadeg ar vêsaerien ha youc'hadeg renerien an tropell, rak e wast an AOTROU o feurvanoù.


Siwazh! An deiz-se a zo bras, ha n'eus ket bet unan heñvel outañ. Un amzer a enkrez eo evit Jakob, met dieubet e vo diouti.


Petra 'welan? Spontet int, treiñ a reont o c'hein, o zud kreñv a zo lakaet a-dammoù, hag e tec'hont hep distreiñ. Ar spont a zo a bep tu, eme an AOTROU.


Keriod a zo kemeret, e greñvlec'hioù a zo tapet, kalon brezelerien Moab a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.


Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a lakain ar c'hrennlavar-se da echuiñ, ha ne vo ken graet gantañ en Israel. Met lavar dezho: An deizioù a dosta, hag e vo peurc'hraet pep gweledigezh.


Rak tost eo an deiz, ya tost eo deiz an AOTROU, deiz a goumoul, deiz ar broadoù e vo.


Ar mare a zo deuet, an deiz a dosta! Ra ne vo ket laouen ar prener, ra ne vo ket glac'haret ar gwerzher, rak ez eus fulor a-enep o holl engroez.


Ar re a zo en em dennet a dec'ho, hag e vint heñvel ouzh koulmed an traoniennoù war ar menezioù, an holl o huanadiñ, pep hini evit e zireizhder.


Siwazh! Pebezh devezh! Rak devezh an AOTROU a zo tost, dont a ra evel ur freuz a-berzh an Holl-C'halloudeg.


Sonit ar shofar e Sion, grit dezhañ tregerniñ war va menez santel, ra greno holl dud ar vro, rak devezh an AOTROU a zeu, tost emañ,


Hag an AOTROU a raio klevout e vouezh dirak e arme, rak e gamp a zo bras-kenañ; sevener e gomz a zo galloudus. A-dra-sur ez eo bras ha spontus devezh an AOTROU, ha piv a c'hello chom en e sav?


An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


Engroezioù eo, engroezioù e traonienn ar varn, rak deiz an AOTROU a zo tost e traonienn ar varn.


An AOTROU a yudo eus Sion, hag e vo klevet e vouezh eus Jeruzalem. An neñvoù hag an douar a vo brañsellet, met an AOTROU a vo ur vodenn evit e bobl hag an nerzh evit mibien Israel.


Hag e lavaras: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ur banerad frouezh darev. Hag an AOTROU a lavaras: An diwezh a zo deuet evit va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.


En deiz se, eme an AOTROU, e vo klevet kriadennoù eus dor ar Pesked, yudadennoù eus an eil karter, hag un diskar bras eus ar c'hrec'hiennoù.


Chom peoc'h dirak an Aotrou AOTROU! Rak tost eo deiz an AOTROU, rak an AOTROU en deus aozet un aberzh, ha santelaet en deus e re bedet.


Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha glorius an Aotrou.


Ra vo ho touster anavezet gant an holl dud. An Aotrou a zo tost.


Rak an Aotrou e-unan a ziskenno eus an neñv, d’un arouez roet, da vouezh an arc’hael ha da son trompilh Doue, hag ar re a vo marv e Krist a adsavo da vev da gentañ;


a vrañsellas e vouezh neuze an douar, hag en deus graet bremañ ur bromesa o lavarout: Ur wech c’hoazh, e vrañsellin nann hepken an douar, met ivez an neñv.


Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec’h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor.


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos