Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.
Ester 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ar rouanez Vasti ne fellas ket dezhi sentiñ ouzh ar gourc'hemenn en doa roet dezhi ar roue dre ar spazhidi. Hag ar roue a gounnaras meurbet, e fulor en em danas ennañ. |
Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.
degas Vasti ar rouanez dirak ar roue, gant ar gurunenn roueel, evit diskouez d'an dud ha d'ar briñsed he c'haerded, rak kaer e oa he dremm.
Neuze ar roue a gomzas d'ar re fur o doa anaoudegezh an amzerioù. Rak evel-se e rae ar roue gant e aferioù, e-keñver an holl re a anaveze al lezenn hag ar varn.
Hag ar roue, en e fulor, a savas eus ar fest hag a yeas e liorzh ar palez. Haman a chomas evit azgoulenn e vuhez digant ar rouanez Ester, rak gwelout a rae en doa divizet ar roue e goll.
"Maskil" Azaf. Perak, o Doue, ec'h eus hon distaolet da viken, perak e tivoged da gounnar a-enep tropell da beurvan?
Betek pegoulz, o AOTROU, e vi fuloret hep distag, hag e vo da warizi flammet evel un tan?
Pa voe tost d'ar c'hamp e welas al leue hag an dañsoù. Kounnar Moizez en em danas, hag e taolas eus e zaouarn an taolennoù hag e trailhas anezho e traoñ ar menez.
Aaron a respontas: Ra n'en em dano ket kounnar va aotrou; gouzout a rez eo douget ar bobl-mañ d'an droug.
Erez ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, met e c'hrad-vat a zo evel ar c'hlizhenn war ar geot.
Gourdrouz ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, an hini a hegas anezhañ a bec'h a-enep dezhañ e-unan.
War gement-se, ar roue a yeas droug ennañ hag a fuloras taer, hag e c'hourc'hemennas lakaat d'ar marv holl dud fur Babilon.
Neuze Nebukadnezar, kounnaret ha fuloret, a c'hourc'hemennas degas Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Degaset e voent dirak ar roue.
Neuze Nebukadnezar a voe leun a fulor, ha neuz e zremm a gemmas e-keñver Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Komz a reas hag e c'hourc'hemennas tommañ ar fornez seizh gwech muioc'h eget na oa ar c'hiz d'he zommañ.
Piv a bado dirak e fulor? Piv a zalc'ho en e sav dirak tan e gounnar? E fulor en em skuilh evel un tan, hag ar reier a zo bruzunet dirazañ.
Hag evel ma pleg an Iliz da Grist, ra blego ivez ar gwragez d’o ezhec’h o-unan en holl draoù.
an AOTROU ne fello ket dezhañ pardoniñ d'an den-se, met kounnar an AOTROU hag e warizi en em dano en e enep, an holl vallozhioù skrivet el levr-mañ a bouezo warnañ, hag an AOTROU a lamo e anv a-zindan an neñvoù.
En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc’h ezhec’h hoc’h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,