Neuze ez eas Daniel da gavout Arjok, an hini karget gant ar roue da lazhañ re fur Vabilon. Mont a reas hag e komzas outañ evel-henn: Na laka ket d'ar marv tud fur Vabilon, met va c'has da gichen ar roue, hag e roin dezhañ an disklêriadenn.
Ar roue a respontas d'ar Galdeiz o lavarout: Ne'm eus ket soñj eus an dra; ma ne roit ket din da anavezout an huñvre hag e zisklêriadenn, e viot lakaet a-dammoù, hag ho tiez a vo lakaet da vezañ ur bern lastez.
Neuze Nebukadnezar a voe leun a fulor, ha neuz e zremm a gemmas e-keñver Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Komz a reas hag e c'hourc'hemennas tommañ ar fornez seizh gwech muioc'h eget na oa ar c'hiz d'he zommañ.
En abeg d'ar veurdez en doa roet dezhañ, an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a grene dirazañ hag a zouje anezhañ. Lakaat a rae d'ar marv ar re a felle dezhañ, hag e leze ar vuhez gant ar re a felle dezhañ. Uhelaat a rae ar re a felle dezhañ, hag ec'h izelae ar re a felle dezhañ.
Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.
Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d’e vreur: Raka! a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d’e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.