Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 2:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ar pezh a c'houlenn ar roue a zo diaes-kenañ, n'eus den hag a c'hellfe diskuliañ anezhañ, nemet an doueoù, met o chomlec'h n'emañ ket e-touez ar c'hig.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 2:11
25 Referencias Cruzadas  

Ha Faraon a lavaras da Jozef: P'en deus roet Doue dit da anavezout kement-mañ, n'eus den skiantek ha fur eveldout.


Diouzh ar beure, e spered a voe strafuilhet hag e kasas da c'hervel holl hudourien hag holl re fur an Ejipt. Faraon a lavaras e huñvreoù met ne oa den evit o displegañ dezhañ.


Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?


Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar gant an dud? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?


Bez' eo lec'h va diskuizh, da viken. Enni e vin o chom, rak he dibabet em eus.


Kirri Doue a zo niveret dre ugent mil, dre vilieroù azdoublet. Emañ an AOTROU en o c'hreiz, ar Sinai a zo er santual.


Hag e chomin e-touez mibien Israel, hag e vin o Doue.


Neuze ar strobinellerien a lavaras da Faraon: Biz Doue eo. Met kalon Faraon a galetaas, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU .


En em zalc'h eta gant da achanterezh ha gant niver bras da strobinelloù, ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz. Marteze e c'helli tennañ gounid diouto, marteze e teui da vezañ spontus.


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.


Me Nebukadnezar a oa sioul em zi, o vleuniañ em falez,


Bez' ez eus un den ez rouantelezh hag emañ spered an doueoù santel ennañ, hag en amzer da dad e voe kavet ennañ ur sklêrijenn, ur skiant hag ur furnez heñvel ouzh furnez an doueoù. Ar roue Nebukadnezar da dad, da dad o roue! en lakaas da vestr war an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz hag an divinourien,


Hag e c'hlanain o gwad na'm boa ket glanaet, hag an AOTROU a vo o chom e Sion.


Ne saotrot ket ar vro emaoc'h o vont da chom enni hag e vin o chom e-barzh. Me eo an AOTROU a zo o chom e-touez mibien Israel.


Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d’an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


ar Spered a wirionez na c’hell ket bezañ degemeret gant ar bed, dre ma ne wel ket anezhañ ha n’anavez ket anezhañ. Met c’hwi a anavez anezhañ, rak e chom ganeoc’h hag e vo ennoc’h.


Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac’hanon, e viro va ger. Va Zad a garo anezhañ, e teuimp d’e gavout hag e raimp hor chomlec’h gantañ.


Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.


Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez’ e vo o Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos