Efeziz 4:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ ez eus ur c’horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma’z oc’h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) N’euz nemed eur c’horf hag eur Spered hep‐ken, evel ive ma’z oc’h bet galvet da eun esperans hep‐ken, dre ho vocation. |
Te eo esperañs Israel, e zieuber en amzer an estrenvan, perak e vefes evel un diavaeziad er vro, hag evel ur beajour a zistro evit tremen an noz?
It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,
Evel ma ez eus ur bara hepken, ni evidomp da vezañ kalz n’omp nemet ur c’horf hepken, rak holl hon eus lod en hevelep bara.
Rak mar deufe unan bennak da brezeg deoc’h ur Jezuz all disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget, pe mar resevfec’h ur Spered all disheñvel diouzh an hini hoc’h eus resevet, pe un Aviel all disheñvel diouzh an hini hoc’h eus degemeret, en gouzañvfec’h mat.
ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot pehini eo an esperañs oc’h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,
hag evit unvaniñ gant Doue dre ar groaz an eil hag egile en ur c’horf hepken, en ur zistrujañ e-unan ar gasoni.
Pediñ a ran eta ac’hanoc’h, me prizoniad en Aotrou, d’en em ren en un doare dellezek eus ar c’halvidigezh ez oc’h bet galvet drezañ,
abalamour d’an esperañs a zo miret evidoc’h en neñvoù, hoc’h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,
Ha ra reno peoc’h Doue en ho kalonoù, galvet oc’h bet dezhañ evit bezañ ur c’horf hepken, ha bezit anaoudek.
Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c’haret ha roet deomp dre e c’hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat,
Paol, abostol Jezuz-Krist dre c’hourc’hemenn Doue hor Salver hag hon Aotrou Jezuz-Krist hon esperañs,
en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,
o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,
evit, o vezañ reishaet dre e c’hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.
drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.
Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c’hlana e-unan, evel ma’z eo glan e-unan.