Met n'o doa ket selaouet, ha reutaet o doa o gouzoug, evel m'o doa graet o zadoù, ha n'o doa ket kredet en AOTROU o Doue.
Daniel 5:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc'h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c'hloar. |
Met n'o doa ket selaouet, ha reutaet o doa o gouzoug, evel m'o doa graet o zadoù, ha n'o doa ket kredet en AOTROU o Doue.
Met Ezekiaz ne voe ket anaoudek eus ar vadelezh en doa resevet, rak e galon a savas. Hag e voe kounnar a-enep dezhañ, hag a-enep Juda ha Jeruzalem.
Hag en em savas ivez a-enep ar roue Nebukadnezar, en doa e lakaet da douiñ dre Zoue. Reutaat a reas e c'houzoug hag e kaletaas e galon, evit chom hep distreiñ d'an AOTROU Doue Israel.
Bremañ ec'h anavezan ez eo an AOTROU brasoc'h eget an holl zoueoù, rak pa'z int bet en em savet gant balc'hder, en deus trec'het warno.
Faraon a gasas da welout ha setu, ne oa marvet loen ebet eus loened Israel. Met kalon Faraon a galetaas, ne lezas ket ar bobl da vont kuit.
Pep den lorc'hus a galon a zo un euzhusted evit an AOTROU, koulz pe ziwezhat ne chomo ket digastiz.
Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.
Lavar d'ar roue ha d'ar rouanez: En em izelait hag azezit, rak kurunenn ho kloar a zo kouezhet diwar ho pennoù.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gêr-mañ ha war hec'h holl gêriadennoù an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezhi, rak reudet o deus o gouzoug, evit chom hep selaou va c'homzoù.
Diskenn eus da c'hloar hag azez war an douar krazet, annezadez, merc'h Dibon! Rak distrujer Moab a bign a-enep dit, diskaret en deus da greñvlec'hioù.
Evel-henn e komz an AOTROU: Skoazellerien an Ejipt a gouezho, ha lorc'h he nerzh a vo izelaet. Adalek Migdol betek Sien, e kouezhint dre ar c'hleze en he c'hreiz, eme an Aotrou AOTROU.
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma oa uhel a vent ha ma save he beg e-kreiz skoultrigoù fetis, dre ma oa lorc’hus he c'halon eus hec'h uhelder,
Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.
Ha mard eo bet lavaret lezel ar c'hef gant gwrizioù ar wezenn, ez eo ma vo restaolet da rouantelezh dit adalek ma ez po anavezet ez eo an neñv a ren.
Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.
Hag ar bouc'h a greskas kalz-meurbet, met pa voe galloudek, e gorn bras a voe torret. En e lec'h e savas pevar all heverk, etrezek pevar avel an neñvoù.
Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
Met en em gennerzhit an eil egile bemdez, e-pad ma’z eo lavaret: Hiziv. Evel-se ra n’en em galedfe unan bennak ac’hanoc’h dre dromplerezh ar pec’hed.
Perak e kaletafec'h ho kalon, evel m'o deus kaletaet an Ejipsianed ha Faraon o c'halon? Goude m'en doe graet a-enep dezho e vurzhudoù, ha n'o lezjont ket da vont kuit? Hag ez ejont kuit.