Daniel 11:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned36 Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo. Ver Capítulo |
Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn kleiz etrezek an neñvoù, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezañ nerzh ar bobl santel, an holl draoù-se a vo kaset da benn.