Daniel 11:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
35 Hag e-touez ar re boellek, hiniennoù a gouezho evit ma vint amprouet, glanaet ha gwennaet, betek amzer an diwezh, rak ne zeuio nemet d'an amzer merket.
Ha pa gasas pennoù roue Babilon kannaded etrezek ennañ evit klevout diwar-benn ar burzhud a oa en em gavet er vro, Doue a zilezas anezhañ evit e amprouiñ, e-sell da c'houzout ar pezh a oa en e galon.
Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.
An daou roue o devo o c'halonoù o klask ober an droug, hag ouzh un hevelep taol e komzint gant touell. Met kement-se a chomo berr, d'ar c'houlz merket e vo un diwezh.
Ar re boellek e-touez ar bobl a gelenno meur a hini, met kouezhañ a raint dre ar c'hleze, dre ar flamm, dre an dalc'herezh ha dre ar preizherezh, e-pad deizioù.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.
Neuze e teuas tost d'al lec'h ma oan, ha pa voe deuet e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din: Kompren, mab an den, rak ar weledigezh a zo evit amzer an diwezh.
Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac'haret.
Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.
An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.
Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.
An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Gwelet hon eus an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e merk an tachoù ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.
Un ael all a yeas kuit eus an templ, o krial gant ur vouezh kreñv d’an hini a oa azezet war ar goabrenn: Taol da falc’h ha med, an amzer da vediñ a zo deuet evidout rak eost an douar a zo darev.
Rak Doue en deus lakaet en o c’halonoù da gas da benn e venoz ha da gaout an hevelep menoz, da reiñ o rouantelezh d’al loen betek ma teuio gerioù Doue da vezañ peurc’hraet.
Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.