Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 4:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 4:37
31 Referencias Cruzadas  

E bedenn, penaos e voe selaouet, e holl bec'hedoù hag e dorfedoù, al lec'hioù m'en deus savet uhellec'hioù, ha lakaet Asheraoù ha skeudennoù kizellet enno, a-raok en em izelaat, kement-se a zo skrivet e komzoù ar welourien.


Neuze ar roue a lavaras da Haman: Hast buan, kemer an dilhad hag ar marc'h evel m'ec'h eus lavaret, ha gra evel-se da Vardoke ar Yuzev, a zo azezet ouzh dor ar roue. Na vank d'ober netra eus ar pezh ac'h eus lavaret.


Gouzout a ran, o AOTROU, n'int da varnedigezhioù nemet reizhder, hag ec'h eus va glac'haret hervez da fealded.


Nerzh ar roue a gar ar reizhder, lakaet ec'h eus an eeunder, graet ec'h eus ar varnedigezh hag ar reizhder e Jakob.


Bremañ ec'h anavezan ez eo an AOTROU brasoc'h eget an holl zoueoù, rak pa'z int bet en em savet gant balc'hder, en deus trec'het warno.


Ar raned a bigno warnout, war da bobl ha war da holl servijerien.


AOTROU an armeoù eo an hini en deus divizet ar mennad-se, evit izelaat pep gloar lorc'hus, evit mezhekaat holl re vrasañ an douar.


AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.


Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.


Ne voe ket meneget gant da genoù da c'hoar Sodom en amzer da lorc'hentez,


evit ma ez po soñj ha ma vi mezhek. En abeg da'z tismegañs, ne zigori ken da c'henoù pa em bo pardonet dit kement ac'h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.


Ha mard eo bet lavaret lezel ar c'hef gant gwrizioù ar wezenn, ez eo ma vo restaolet da rouantelezh dit adalek ma ez po anavezet ez eo an neñv a ren.


Pegen bras eo e sinoù, ha galloudus e vurzhudoù! E ren a zo ur ren peurbadus, e c'halloud a gendalc'ho a oad da oad.


Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.


Evañ a rejont gwin, hag e veuljont an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein.


En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!


An Doue hag en deus graet ar bed hag an holl draoù a zo ennañ, o vezañ Aotrou an neñv hag an douar, ne chom ket en temploù savet gant dorn an dud.


Eñ eo ar roc'h, e oberoù a zo peurvat, e holl hentoù a zo ur varnedigezh, un Doue leal eo, hep direizhder, gwirion hag eeun.


Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c’halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!


Klevout a ris unan all eus kostez an aoter o lavarout: Ya, Aotrou Doue holl-c’halloudek, da varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh.


Na lavarit ket kement a gomzoù rok. Ra ne zeuio ket komzoù balc'h eus ho kenoù, rak an AOTROU eo un Doue a anavez pep tra, ha gantañ eo pouezet an oberoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos