Babilon a oa un hanaf aour e dorn an AOTROU, hag e vezve an douar holl. Ar broadoù o deus evet eus he gwin, setu perak eo deuet diskiant ar broadoù.
Daniel 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak, kerkent hag e klevas an holl bobloù son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stoujont holl, pobloù, broadoù, yezhoù, hag ec'h azeuljont an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar. |
Babilon a oa un hanaf aour e dorn an AOTROU, hag e vezve an douar holl. Ar broadoù o deus evet eus he gwin, setu perak eo deuet diskiant ar broadoù.
Neuze ar roue Nebukadnezar a gouezhas war e zremm hag a stouas dirak Daniel, hag e c'hourc'hemennas ma vefe kinniget dezhañ profoù ha c'hwezhioù-mat.
Te, o roue, ac'h eus roet un urzh, penaos pep den a glevfe son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, a dlefe stouiñ hag azeuliñ an delwenn aour,
Hag un embanner a grias a vouezh uhel: Gourc'hemennet eo deoc'h, pobloù, broadoù, yezhoù,
kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.
Ha piv bennak na stouo ket ha n'azeulo ket, a vo raktal taolet en ur fornez-dan grizias.
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.
Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d’ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d’al loen, an hini a oa c’hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c’hleze.
Gwelout a ris unan eus e bennoù evel gouliet d’ar marv, met ar gouli marvus-se a oa yac’haet hag an holl douar a oa en estlamm oc’h heuliañ al loen.
Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.
Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh.
Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.