Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 19:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Mes al loen a oe tapet, ha ganthan ar fals‐profet, pehini hen doa great burzudou dirazhan, dre bere hen doa tromplet ar re ho doa recevet merk al loen, hag ho doa adoret he imach; ho daou e oent taolet e‐beo ebarz al lenn a dan ardant, e‐kreiz ar soufr.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 19:20
30 Referencias Cruzadas  

Neuze an AOTROU a lakaas da gouezhañ war Sodom ha Gomora glav soufr ha tan a-berzh an AOTROU eus krec'h an neñvoù.


An hini n'eo ket dezhañ a vo o chom en e deltenn, soufr a vo skuilhet war e gêr.


Lakaat a ra rouedoù da gouezhañ war ar re zrouk, tan ha soufr hag an avel leskidik a vo o lod.


Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.


He froudoù a vo troet e peg, he foultr e soufr, he douar a zeuio da vezañ peg entanet,


Kemer un dañvad eus an dibab, ha laka ur bern eskern da zeviñ dindani, laka da virviñ a-verv-bras evit ma poazho ivez an eskern a zo e-barzh.


Hag e varnin anezhañ dre ar vosenn ha dre ar gwad, hag e rin d'ar glav kouezhañ warnañ, war e vagadoù ha war ar pobloù niverus a vo gantañ, glav-bil, mein-grizilh, tan ha soufr.


Hag e savo teltennoù e balez etre ar morioù, ouzh ar menez santel glorius. Koulskoude e teuio d'e ziwezh, ha den ne sikouro anezhañ.


E c'halloud a gresko, met ne vo ket dre e c'halloud dezhañ e-unan. Hag e tistrujo dreistmuzul, hag e raio berzh, hag e kaso da benn, hag e tistrujo ar c'halloudeien ha pobl ar sent.


Gwirion eo gweledigezh an abardaezioù hag ar mintinoù a zo bet lavaret. Mir kuzh ar weledigezh-mañ, rak e komz diwar-benn un amzer bell.


Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d’ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.


soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko tamm geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor,


Roue Ai a voe tapet bev, hag e tegasjont anezhañ da Jozue.


ec’h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec’h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.


An dek korn ac’h eus gwelet a zo dek roue n’o deus ket resevet c’hoazh ar rouantelezh, met o devo ar galloud evel rouaned evit un eur gant al loen.


Gwelout a ris al loen, rouaned an douar hag o armeoù dastumet evit ober ar brezel d’an hini a oa pignet war ar marc’h ha d’e arme.


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


Evel-se e welis ar c’hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoù a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoù ar c’hezeg a oa evel pennoù leoned, hag eus o genoù e teue tan, moged ha soufr.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos