Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 13:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Gwelout a ris unan eus e bennoù evel gouliet d’ar marv, met ar gouli marvus-se a oa yac’haet hag an holl douar a oa en estlamm oc’h heuliañ al loen.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Hag e veliz unan euz he bennou evel glazet d’ar maro; mes ar gouli marvel‐ze a oe pareet, hag ar bed holl souezet, a ieaz var lerc’h al leon.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 13:3
15 Referencias Cruzadas  

Nerzhekaat a rin divrec'h roue Babilon, hag e lakain va c'hleze en e zorn, met e torrin divrec'h Faraon, a laosko hirvoudoù dirazañ evel un den gloazet d'ar marv.


En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl.


Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c’hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc’h.


Simon e-unan a gredas ivez. O vezañ bet badezet, ne bellaas ken diouzh Filip. O welout ar mirakloù hag ar burzhudoù bras a veze graet, e oa sabatuet.


Diskouez a reas holl c’halloud al loen kentañ dirazañ, hag e lakaas an douar hag ar re a chome warnañ da azeuliñ al loen kentañ a zo bet yac’haet dezhañ e c’houli marvus.


Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d’ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d’al loen, an hini a oa c’hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c’hleze.


Bez’ int ivez seizh roue. Pemp a zo kouezhet, unan a zo bev, hag egile n’eo ket c’hoazh deuet ha, pa vo deuet, ne dle ket padout pell.


Al loen a oa ha n’emañ ken, a zo e-unan un eizhvet roue, emañ eus ar seizh ha mont a ra da goll.


An hevelep menoz o deus hag e roint o nerzh hag o galloud d’al loen.


Rak Doue en deus lakaet en o c’halonoù da gas da benn e venoz ha da gaout an hevelep menoz, da reiñ o rouantelezh d’al loen betek ma teuio gerioù Doue da vezañ peurc’hraet.


Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.


Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos