Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 13:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Hag e veliz unan euz he bennou evel glazet d’ar maro; mes ar gouli marvel‐ze a oe pareet, hag ar bed holl souezet, a ieaz var lerc’h al leon.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Gwelout a ris unan eus e bennoù evel gouliet d’ar marv, met ar gouli marvus-se a oa yac’haet hag an holl douar a oa en estlamm oc’h heuliañ al loen.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 13:3
15 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze, e oe embannet eun urz a‐berz Cezar‐Augustus, evit ma vije countet an niver euz an dud a oa var ar bed holl.


Ar Farizianed a lavaraz eta etrezhe: Gwelet a rit, na c’hounezit netra; setu an holl o vond var he lerc’h.


Ha Simon he‐unan a gredaz ive, ha goude ma oa bet badezet, ne bellae ken diouz Philip; hag o velet ar miraclou hag ar burzudou braz a vije great, e oa souezet meurbed.


Gouarn a rea gant holl c’halloud al loen kenta en he brezans, ha lakaad a rea an douar hag ar re holl a zo o choum varnezhan da adori al loen kenta, a behini ar gouli marvel a oa bet pareet.


Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez.


Beza int ive seiz roue, pemp a zo kwezet; unan a zo beo, egile n’eo ket deuet c’hoas, ha pa vezo deuet, e tle pad neubeud a amzer.


Hag al loen a oa, ha n’eo mui, a zo he‐unan eun eizved roue; euz ar seiz eo, ha mond a ra da goll.


Ar memeus mennoz ho deuz, hag e roint ho galloud hag ho nerz d’al loen.


Rag Doue hen deuz lakeat en ho c’halonou ober he volontez, ha kaoud ar memeus mennoz, ha rei ar rouantelez d’al loen, bete ma vezo accomplisset komzou Doue.


Gwelet a riz ar vaouez‐ze mezo gant goad ar zent ha gant goad merzerien Jesus, ha pa veliz anezhi, e oenn mantret‐holl.


Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos