Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 13:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Hag e oe adoret an aerouant hen doa roet he c’halloud d’al loen; hag ec’h adorjont ive al loen, en eur lavaret: Piou a zo henvel ouz al loen, ha piou a hello combatti outhan?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Azeuliñ a rejont an aerouant en doa roet galloud d’al loen, hag ec’h azeuljont al loen o lavarout: Piv a zo heñvel ouzh al loen ha piv a c’hello en em gannañ outañ?

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 13:4
18 Referencias Cruzadas  

evit an dud difeiz, da bere doue ar bed‐man hen deuz dallet ho sperejou, gant aoun na vijent sclerijennet gant ar sclerijen euz Aviel glorius ar C’hrist, pehini eo imach Doue.


an enebour hag an hini a zav dreist kement a c’halver Doue, pe a adorer, beteg dond da azeza evel Doue en templ Doue, o lavaret he‐unan ez eo Doue . . . .


Eur sin all a oe gwelet ive en env: setu eun aerouant braz liou an tan, hag hen doa seiz pen ha deg corn, ha seiz curunen var he bennou;


hag he lost a gasse ganthan an drederen euz a stered an env, hag ho zaolaz d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg a oa prest da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet ganthi.


Neuze e veliz eul loen all o sevel euz an douar, hag hen doa daou gorn henvel ouz re eun oan, hag al loen‐ze a gomze evel eun aerouant.


Hag e oe roet dezhan ar galloud da rei buez da imach al loen, evit ma teuje imach al loen da gomz, hag e lekeaz laza ar re holl ne adorent ket imach al loen.


Hag al loen a veliz a oa henvel ouz eul leopard; he dreid a oa evel treid eun ours, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag he dron, hag eur galloud braz.


Combatti a raint ouz an Oan, mes an Oan a vezo treac’h dezhe, rag hen eo Aotrou an aotronez, ha Roue ar rouane; hag ar re a zo assambles ganthan eo ar re c’halvet, ar re choazet hag ar re fidel.


hag o velet ar moged a zave euz an tan a zeve anezhi, e crient: Peleac’h ema ar gear a oa par d’ar gear vraz‐ze?


Hag ar rest euz an dud pere ne oant ket lazet gant ar gwalennou‐man n’ho doe ket a geuz euz a oberou ho daouarn, evit paouez da adori an diaoulou hag an idolou aour, hag arc’hant, ha mean ha coat, pere na hellont na gwelet, na klevet, na bale.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos