Jozef a respontas da Faraon, o lavarout: N'eo ket me, Doue eo a roio da Faraon ur respont a beoc'h.
Daniel 2:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag an dra guzhet-se a zo bet diskuliet din, nann dre ur furnez a vefe ennon muioc'h eget en den bev ebet, met evit ma vefe roet an disklêriadenn d'ar roue, ha mac'h anavezfes soñjoù da galon. |
Jozef a respontas da Faraon, o lavarout: N'eo ket me, Doue eo a roio da Faraon ur respont a beoc'h.
Abalamour da garantez Jakob va servijer, ha da Israel am eus dibabet, da c'halvet em eus dre da anv, da anvet pa n'anavezes ket ac'hanon.
Doue a roas d'ar pevar den yaouank-mañ gouiziegezh ha meiz en pep lennegezh ha furnez. Ha Daniel a gomprene pep gweledigezh ha pep huñvre.
Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.
Daniel a bedas ar roue da lakaat Shadrak, Meshak hag Abed-Nego da velestrourien broviñs Babilon. Ha Daniel a oa ouzh dor ar roue.
Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.
Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet.
Ha ma n’en dije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet dilennet gantañ, en deus o berraet.
Pêr, o welout kement-se, a lavaras d’ar bobl: Tud Israel, perak oc’h souezhet a gement-mañ? Perak e virit ho taoulagad paret warnomp, evel pa vefe dre hor galloud hon-unan pe dre hon doujañs-Doue hor befe lakaet an den-mañ da gerzhout?
Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.
Rak an holl draoù-se a zo evidoc’h, evit ma teuio ar c’hras-se, en ur greskiñ, da fonnañ ar pedennoù a drugarez eus kalz evit gloar Doue.