Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 1:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Doue a roas d'ar pevar den yaouank-mañ gouiziegezh ha meiz en pep lennegezh ha furnez. Ha Daniel a gomprene pep gweledigezh ha pep huñvre.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 1:17
36 Referencias Cruzadas  

setu, e ran hervez da gomzoù. Setu ma roin dit ur galon fur ha poellek, e doare ma ne vo ket bet unan heñvel ouzhit a-raok dit, ha ne vo ket unan heñvel ouzhit ez koude.


Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.


Ro din bremañ furnez ha skiant, evit ma ouezin en em ren dirak ar bobl-mañ. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, ar bobl ken bras-mañ?


ar furnez hag ar skiant a zo roet dit. Me a roio dit ivez pinvidigezh, madoù ha gloar, evel ma n'o deus ket bet ar rouaned a zo bet araozout, hag evel n'o devo hini ebet war da lerc'h.


En em lakaat a reas da glask Doue e-pad buhez Zakaria, un den a gomprene gweledigezhioù Doue. Hag e-keit ha ma klaskas an AOTROU, Doue a roas berzh dezhañ.


Met ar spered a zo en den, hag awen an Holl-C'halloudeg eo a ro poell.


Rak an AOTROU a ro ar furnez, eus e c'henoù e teu an anaoudegezh hag ar meiz.


Reiñ a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhañ. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


E Zoue a zesk dezhañ ar reolenn da heuliañ.


Setu, furoc'h out eget Daniel, sekred ebet n'eo teñval evidout.


A-benn an deizioù merket gant ar roue evit ma vefent degaset dezhañ, penn ar spazhidi a zegasas anezho dirak Nebukadnezar.


E pep tachenn a c'houlenne furnez ha meiz, hag a gomze ar roue diwar he fenn, e kavas anezho dek gwech dreist d'an holl hudourien ha steredourien a oa en e holl rouantelezh.


paotred disi, kaer, desket e pep furnez, o kaout gouiziegezh ha meiz er skiantoù, gouest d'en em zerc'hel e palez ar roue, evit bezañ desket e lennegezh ha yezh ar Galdeiz.


D'an trede bloaz eus Kiruz roue Persia, ur gomz a voe diskuliet da Zaniel, a oa anvet Beltshazar. Ar gomz-se a zo gwirion, kemenn a ra ur stourm bras. Hag e komprenas ar gomz, hag ec'h intentas ar weledigezh.


Hag an dra guzhet a voe diskuliet da Zaniel en ur weledigezh e-pad an noz. Daniel a vennigas Doue an neñvoù.


Eñ eo a gemm an amzerioù hag an degouezhioù, a ziskar ar rouaned hag a sav anezho, a ro ar furnez d'ar re fur hag ar ouiziegezh d'ar re skiantek.


O Doue va zadoù! Da drugarekaat ha da veuliñ a ran, rak ec'h eus roet din furnez ha galloud, hag ec'h eus graet din anavezout bremañ ar pezh hon eus goulennet diganit. Roet ec'h eus deomp da anavezout tra kuzhet ar roue.


Hag an dra guzhet-se a zo bet diskuliet din, nann dre ur furnez a vefe ennon muioc'h eget en den bev ebet, met evit ma vefe roet an disklêriadenn d'ar roue, ha mac'h anavezfes soñjoù da galon.


Hag eus va ferzh e voe roet an urzh da lakaat da zont dirazon holl dud fur Babilon, evit ma rofent din disklêriadenn an huñvre.


Klevet em eus diwarnout emañ spered an doueoù ennout, hag ez eus ennout ur sklêrijenn ur skiant hag ur furnez dreist muzul.


D'ar c'hentañ vloaz eus Belshazar roue Babilon, Daniel en doe un huñvre ha gweledigezhioù en e benn war e wele. Goude e skrivas an huñvre, hag e lavaras an traoù pouezusañ.


D'an trede bloaz eus ar roue Belshazar, me, Daniel, em boe ur weledigezh, goude an hini am boa bet diagent.


Lavarout a reas: Selaouit mat va c'homzoù: Ma'z eus ur profed en ho touez, me an AOTROU en em roio da anavezout dezhañ dre weledigezh ha me a gomzo outañ dre huñvre.


rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.


Ne c’helljont ket herzel ouzh ar furnez hag ar Spered a rae dezhañ komz.


Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c’hlac’haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c’houarnour war Ejipt ha war e holl di.


Moizez a voe kelennet en holl furnez an Ejiptiz. Galloudek e oa en e c’herioù hag en e oberoù.


Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,


pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.


Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos