Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.
en abeg da-se, setu, e lakain diavaezidi da zont a-enep dit, ar re daerañ eus ar broadoù, hag e tennint o c'hleze a-enep da furnez skedus, hag e saotrint da splannder.
Ar roue Nebukadnezar a reas un delwenn aour, uhel a dri-ugent ilinad ha ledan a c'hwec'h ilinad. Hag e savas anezhi e plaenenn Dura, e proviñs Babilon.
En amzer-se va skiant-vat a zistroas din, gloar va rouantelezh, va veurded ha va splannder a voe roet en-dro din. Va c'huzulierien ha va re vras am adc'houlennas, hag e voen adlakaet war va rouantelezh, hag ur c'hloar vrasoc'h am eus resevet.