Esperañs ez eus evit ur wezenn pa vez troc'het, ec'h advounto hag e roio broustennoù c'hoazh.
Daniel 11:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ur bount eus he gwrizioù a savo en e lec'h. Dont a raio gant un arme, hag e yelo e kreñvlec'hioù roue an hanternoz d'oberiañ a-enep dezho, hag e vo galloudek. |
Esperañs ez eus evit ur wezenn pa vez troc'het, ec'h advounto hag e roio broustennoù c'hoazh.
Disamm da vec'h war an AOTROU hag e harpo ac'hanout, ne lezo biken an den reizh da vezañ brañsellet.
O flantet ec'h eus hag o deus gwriziennet, mont a reont war-raok hag e reont frouezh. Tost out d'o genoù met pell diouzh o c'halon.
Disprizet en deus al le ha torret an emglev. Ha setu, goude bezañ roet e zorn, an holl draoù-se en deus graet: n'en em saveteo ket.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.
A-benn un nebeud bloavezhioù ec'h unanint, ha merc’h roue ar c'hreisteiz a zeuio da gavout roue an hanternoz evit ober ar feur. Met hi ne viro ket nerzh ur vrec'h, na zalc'ho ket, nag he brec'h hec'h-unan. Droukroet e vint, hi, ar re o devo he degaset, he bugel, hag an hini en devo he harpet en amzerioù-se.
Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.
Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo?